Lizher-kelaouiñ : mervel el labour #6
Manage episode 413030165 series 3569089
Bep miz e vez graet ur sell prim ganeomp war lizher-kelaouiñ « Splann ! » dre lakaat ar gaoz war unan eus sujedoù al lizher. Gant Juliette Cabaço Roger (« Splann ! ») ha Tomaz Laken (Radio Kreiz-Breizh). 🎧
Didrouz eo chomet marv ur paotr yaouank war e lec’h labour e Penn-ar-Bed. Aet eo d’an anaon Clément en ur park eus ti-feurm Le Pépin et la plume, d’an 28 a viz Du 2023, er Roc’h Morvan (29). 28 bloaz e oa. N’eo ket plaset mat Bro-Frañs da geñver surentez el labour e-touez broioù Europa. Met ar pezh a lak war wel gwallzarvoud Clément eo pegen fall eo ar jeu e bed al labour-douar. 110 den a varv el labour bep bloaz, hervez ministrerezh al Labour-Douar. E Breizh e varv un den bep 13 devezh.
Koumanantit da lizher-kelaouiñ miziek ar media enklask dizalc’h war lec’hienn internet « Splann ! » (https://splann.org/br/).
28集单集